Er skol

Dibab ar skol vrezhonek

Perak dibab ur skol divyezhek galleg brezhoneg evit e vugel ?

Enskrivañ e vugel en un hentenn vrezhonek pe get ? Grit ho tibab a-drugarez d’ar filmig-mañ bet savet gant Ofis Publik Ar Brezhoneg (OPAB).

Bezañ divyezhek, evel ouzhpenn hanter an dud war ar blanedenn, krouiñ ul liamm dibar gant hon dachenn vevañ, deskiñ aesoc’h yezhoù ha danvezioù all evel ar matematikoù pe ar sonerezh… : setu un tañva eus gounidoù ar c’helenn divyezhek evit ar vugale, lakaet war wel gant ar gerent, klaskerien, skolaerien pe c’hoazh ar vugale o-unan.

Kendrec’het ma ‘z eo gant ar redi gwareziñ ha diorren ar brezhoneg, e lak e plas Rannvro Breizh ur bolitikerezh pleustrek evit treuskas ar yezh dre ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg (eus ar skol-vamm d’al lise), en ur genlabourat gant an Deskadurezh Stad, a zigor bep bloaz klasoù publik divyezhek nevez, gant ar rouedad Diwan pe c’hoazh ar c’helenn katolik divyezhek dindan kontrad.

Sellit ha rannit film Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) evit lakat da c’houzout spletoù ar c’helenn divyezhek ha broudañ ar c’herent da enskrivañ o vugale enni !

 https://www.bretagne.bzh/br/actualites/pourquoi-inscrire-son-enfant-dans-une-ecole-bilingue-francais-breton/

Skolioù divyezhek tost

Keleier ar skolioù