Er familh

Navigation rapide

Labour-dorn

Kentañ emgav : 23 a viz Kerzu 2020 – 10e
Tem : Klinkadurioù Nedeleg
 
Da vare ar vakañsoù e vez kinniget ganeomp un atalier bitellat e brezhoneg evit ar familhoù.
Ar wech-mañ e vo aozet a-bell : pep hini e di a vo heñchet gant Marie dre visio evit sevel :
  • Ur wezenn Nedeleg evit klinkañ an ti
  • Stered (evit klinkañ ar wezenn Nedeleg pe evit klinkañ an daol evit ar pred gant anvioù an dud pedet (gant ma vo tud da bediñ)…
Graet gant dafar kozh adimplijet hag ostilhoù bihan a vez e pep ti !
 
Digoust, enskrivadur dre ret
Listenn an dafar hag al liamm a vo kaset deoc’h ur wech lakaet ho anv (dre vail da buhezin.tiarvroleon@gmail.com)

 

famille

Brezhoneg er gêr !

Atalieroù tañva d’ar brezhoneg evit ar familhoù a vez kinnniget bep eil miz ganeomp. En diskar-amzer 2020 e cheñch un tamm ar stumm evit derc’hel al liamm : graet e vo en linenn betek vakañsoù Nedeleg. Danvez an atalieroù a zo displeget deoc’h amañ dindan.

Emgav bep yaou da 6e30 evit 20 mn tañva ha 10 mn eskemm frank war temoù liammet d’ar pemdez : frazennoù simpl, geriaoueg, ur rimadell bennak hag ur mennozh c’hoari. Tu vo adkavout pep tra goude war hol lec’hienn. Prest oc’h da zegas unn tamm brezhoneg en ho ti ?

Evit kemer perzh, implijet al liamm-mañ war eeun : https://meet.jit.si/Alalierbrezhonnegevitarfamilho%C3%B9-TiarvroLeon

Un tamm mennozh eus an temoù a vo lakaat ar gaoz warne :

  • 19/11 – Ober anaoudegezh – Brainstorming war ar pezh zo anavezet dija
  • 26/11 – Mont a ra mat ? Ar frommoù
  • 3/12 – Ar chifroù
  • 10/12 – Ouzh taol !
  • 17/12 – A-raog kousket

Mat ivez : Ar c’horf / An amzer / An dilhad / En em walc’hiñ / a-raok pe goude ar skol…

Muioc’h a ditouroù gant Marie (buhezin.tiarvroleon[@]gmail.com)

desevel e vugale e bzg

Desevel e vugale e brezhoneg

Daoust m’eo plijus an aliesañ, n’eo ket aes atav treuskas brezhoneg er familh, daoust ma reomp hon 7 gwellañ. Kinnig a ra Ti ar vro Bro Leon eskemm war ar sujet-se bep sizhun en linenn.

Rannet e vo hon skiant-prennet, traoù cool hon eus lakaet e plas, traoù a zo diaes, traoù a zo bet diskoulmet, traoù a cheñch gant oad ar vugale pe gant bugale nevez er familh,…

Brezhoneger nevez pe a-vihanig gant bugale kozh ha yaouank klikit war al liamm-se : https://meet.jit.si/Desevelbugaleebrezhoneg-TiarvroLeon bep meurzh da 6e evit un eurvezhig a roio kalon e pep tiegez.

Ha pa ne vimp ket kefinet ken e vo moien a fell deoc’h kouiñ davoudigoù evit en em wellet e gwir…

Hervezh c’hoant ar perzhidi e c’hello mont ar c’homz war tachenn daou dem a vo kinniget ha/pe war temmoù all kinniget war ar prim.

  • 17/11 – Ober anaoudegezh – tem dieup
  • 24/11 – Va maouez/gwaz na gomz ket brezhoneg,… hag ur gudenn eo ?
    Sikour – an dud tro dro din na gomprenont ket va choaz !
  • 1/12 – Al levrioù e brezhoneg : Peseurt re a blij da va bugale ? Pelec’h kavout anezho ? Peur lenn anezho ?
    Abadennoù war an tele/war internet : Peseurt re a blij da va bugale ? Pelec’h kavout anezho ? Penaos lakaat anezho da choaz ar re e brezhoneg kentoc’h ?
  • 8/12 – Ar c’hoarioù e brezhoneg :Peseurt re a lak va bugale da gomz e brezhoneg ?
    Nedeleg – mennozhioù prof a zo ?
  • 15/12 – Petra vez graet ganeomp ATAV e brezhoneg ? Pelec’h hon eus tro da gaozeal e brezhoneg er maez eus an ti ?