
Koñkour "Filmoù-Chakod"
Berr ha berr : « Ober gant nebeut, ober mat, en ober diouzhtu gant dafar a dalc’h er godell !»
Abaoe ar bloavezhioù 2020, eo bet chañchet bed ar c’hleweled gant krouidigezh YouTube ha donedigezh ar c’hameraioù war ar pellgomzerioù-godell. Hiziv e c’hell forzh piv sevel ha skignañ videoioù.
Ne c’heller ket chom hep reiñ ur plas d’ar brezhoneg er birvilh skeudennoù-se. Roomp c’hoant da grouiñ e brezhoneg en un doare aes ha diouzh ar c’houlz !
Ijinet da gentañ e Douarnenez gant Emglev Bro Douarnenez ha Daoulagad Breizh e 2017, setu ar c’hoñkour o vont war hentoù Breizh… hag ar rouedad !
Filmoù-Chakod Nedeleg 2020
Siwazh deomp eo diaes en em vodañ evit poent…
Eüruzamant e c’hellomp chom en darempred en ur sevel FILMOÙ-CHAKOD ! Sevel filmoù berr – 3 vunutenn d’ar muiañ – e brezhoneg istitled e galleg gant ho pellgomzer-chakod : aes eo !
Skipailh FILMOÙ-CHAKOD a ginnig deoc’h kontañ NEDELEG 2020 !
- Ha dont a raio Tad Nedeleg ? Emichañs ne vo ket klañv !
- Debret e vo pred Nedeleg gwisket evel kosmonaoted ?
- Klevet hon eus e kemmfe ar virus gant ar yenijenn, lakaat a raio an holl dud klañv da dreiñ sot, pe da gaout pouez-mouezh Breizh… Piv ‘oar ?
Bec’h dezhi d’hoc’h ijin !
KASIT HO FILM A-RAOK AN 28 A VIZ KERZU DA HANTERNOZ da : filmou.chakod@gmail.com.
Skignet e vo an holl filmoù war chadenn youtube Daoulagad-Breizh « FILMOÙ-CHAKOD NEDELEG » adalek an 30 a viz Kerzu.
Ar chadennoù TV (Brezhoweb, Frañs 3 Breizh, Tebéo, TébéSud ha TVR 35 ) a zibabo un TAOL-KALON pep hini a vo skignet ganto e miz Genver !

Un taol sikour war an teknik ?
- Un nebeud titouroù talvoudus amañ
- Un tuto aes, e galleg amañ
- Ur chomlec’h evit ho koulennoù : filmou.chakod@gmail.com
Nevez-Amzer 2020

2 a zo kinniget deoc’h ar bloaz-mañ :
Ar 7… korrig, pec’hed… deoc’h da ijinañ !
ha/pe
Ar c’henfinañ…
Nozvezh prizioù lec’h ma c’hell votiñ an arvesterien votiñ
Prantad dreist-ordinal, diskoulmoù dreist-ordinal :
ar bloaz-mañ e vo dalc’het ar Chakod-Noz… war eeun war Brezhoweb d’an 30 a viz mae da 8e30 noz !
Ur votadeg en-linenn a vo evit dibab ar Sardinenn Aour.
Ur stumm Chako-Noz dreist-ordinal a vo diwezhatoc’h evit ar skolioù, skolajoù ha liseoù.
Darvoudoù tremenet
Priz ar Sardinenn Aour : “Istor ar siminalioù” gant Mickaël Bernardat (Brest)
- Priz ar Sardinenn Aour : “Jibouez” gant Morzhol prod
- Priz “Klask pemp troad d’ar maout” : “Ar vi hag ar yar” gant Skolaj Diwan Kemper
- Priz Moutig : “Bleiz” gant Norig, Melino ha Eric Le Lann
- Priz Fentus : “Savadourien an dibenn” gant Gwenole Chanard, Erlé Duval, Adam Mahieu (lise Brizeux, Kemper)
- Priz ar Brezhoneg : “Troioù lavar evit ar re nul” gant stal bugale ar festival Taol Kurun (Kemperle)
- Priz ar Sardinenn Aour : “Boest an diaoul” gant Marin IN
- Priz ar vugale : “Ur sapre labour” gant Ninok Falc’hon Guyomarc’h (7 vloaz)
- Priz ar yaouankiz : “Sapana an Nabab” gant Klervi Monfort–Perrin, Gaïd Le Marc ha Flavie Chevriaux (15 bloaz)
- Priz an dud deuet : “Haroz un deiz” gant Morzhol prod
- Priz ar Sardinenn Aour : Rodéric Halléguen (Lors Jereg)
- Priz Braz an Arvesterien : Collège Saint-Tremeur (Carhaix)
- Priz Ur Sell all : Bleunienn Jégou-Louarn
Sellit en-dro ouzh ar filmoù o klikañ war skritell ar bloavezh :