"Travailler en breton"
Avec Pascal CARIOU
Ganet eo bet Paskal Cariou e 1958 e Lesneven. Mestr-skol eo deuet da vezañ goude e studioù, e-pad 4 bloaz. Aet eo goude da labourat gant Ar Vro Bagan ha chomet 5 bloaz ganto, peadra da zihuniñ da vat ar brezhoneg a oa morgousket en e skouarn. |
Goude, e-pad un daouzek bloavezh bennak, en deus labouret gant ur strollad eus Sant Brieg (nag e galleg, nag e brezhoneg : c’hoariva digomz !). Ganto en deus bet ar blijadur da redek ar bed holl ha da bleustriñ start war yezh ar c’horf. |
Kroget eo gant ur vicher nevez e 2011 gant kevredigezh An Oaled e Treglonou, en ur ober war-dro ar skolioù hag ar c’hoariva atav. P’eo bet serret ar stal goude bezañ graet freuz-boutik ganto en deus savet Paskal ur stal vihan war e anv evit labourat er skolioù hag e lec’h all hervez ar goulenn. |
Displeget vo gant Paskal perak ha penaos en deus gouestlet e vuhez labour d’ar brezhoneg. Evit lakaat buhez en abadenn e vo lennet ivez gantañ un nebeut skridoù (pezhioù-c’hoari ha testennoù all), sonet tonioù ha diskouezet ur pennad « kamishibaï ». |
Mercredi 6 mars 2024
15h à L’Atelier (rue Jeanne d’Arc) à Lesneven
Gratuit, café servi à l’issu de la présentation
Contact : 06 08 24 80 26