Dibab ar skol vrezhonek
Perak dibab ur skol divyezhek galleg brezhoneg evit e vugel ?
Enskrivañ e vugel en un hentenn vrezhonek pe get ? Grit ho tibab a-drugarez d’ar filmig-mañ bet savet gant Ofis Publik Ar Brezhoneg (OPAB).
Bezañ divyezhek, evel ouzhpenn hanter an dud war ar blanedenn, krouiñ ul liamm dibar gant hon dachenn vevañ, deskiñ aesoc’h yezhoù ha danvezioù all evel ar matematikoù pe ar sonerezh… : setu un tañva eus gounidoù ar c’helenn divyezhek evit ar vugale, lakaet war wel gant ar gerent, klaskerien, skolaerien pe c’hoazh ar vugale o-unan.
Kendrec’het ma ‘z eo gant ar redi gwareziñ ha diorren ar brezhoneg, e lak e plas Rannvro Breizh ur bolitikerezh pleustrek evit treuskas ar yezh dre ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg (eus ar skol-vamm d’al lise), en ur genlabourat gant an Deskadurezh Stad, a zigor bep bloaz klasoù publik divyezhek nevez, gant ar rouedad Diwan pe c’hoazh ar c’helenn katolik divyezhek dindan kontrad.
Sellit ha rannit film Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) evit lakat da c’houzout spletoù ar c’helenn divyezhek ha broudañ ar c’herent da enskrivañ o vugale enni !
Skolioù divyezhek tost
Keleier ar skolioù

Staj emzifenn feminist
Kentañ staj : d’ar sadorn 10 a viz Ebrel – 10e/5e – Kreizenn sosio Lesneven Priz : 60€/zen, degas he boued ganti Aozadur : Ti ar Vro Leon Enskrivadur Emzifenn Pediñ a ra Ti ar Vro Leon ar gevredigezh « Difenn » evit ur staj emzifenn e brezhoneg.An emzifenn a zo ur strategiezh evit talañ

Sekred-kegin va mamm-gozh
Sekred kegin va mamm-gozh Aozennoù 100 g imor mat 125 g eskemmoù e brezhoneg 150 g boued lipous ½ l kenskoazell ur meudad a fent karantez en abondañs Penaos ober Dibab ur plad da fardañ gant da vamm-gozh (ho hini muiañ karet, ur rekipe familh,…) Fardañ ar boued asambles, en ur gomz

Dizoleiñ an dafar pedagogel evit ar re vihan, ober gantañ hag e implij
Deiziad o tont e Lesneven : merc’her 12 a viz Mae 2021 Petra : dizoloiñ dafar pedagogel e brezhoneg evit ar vugale dindan 6 vloaz (levrioù, c’hoari, hag all), implij hag ober gantañ – digoradur ha lakaat e pleustr abadennoù dudius e liamm gant ar yezh hag an dafar hervez oad ar vugale – implij

Staj Roudour – Miz Ebrel 2021
Ur staj brezhoneg a voz aozet gant Roudour e Lesneven etre ar 26 hag an 30 a viz Ebrel 2021. Kit e darempred gant Roudour evit kaout muioc’h a ditouroù : 02 98 99 75 81 / degemer@roudour.bzh