Kafe Brezhoneg

Abaoe 2017, e kinnig Ti Ar Vro Bro Leon un abadenn “Kafe Brezhoneg” bep Merc’her kentañ ar miz.
Un digarez da gaout plijadur da gaozeal brezhoneg etrezomp, brezhonegerien ampart pe get. Hag ivez da sikour ar re a zo o teskiñ evit dezho krediñ komz war temoù a-bep seurt ha disheñvel bep Merc’her.
Ur banne kafe (tomm) vo profet da bep hini goude an abadenn.

Titouroù pleustrek :

  • Merc’her kentañ ar miz etre miz Gwengolo ha miz Even
  • 3e abardaez er sal L’Atelier e Lesneven
  • Digor d’an holl ha digoust