"O tommañ emañ ar bed, ha Breizh ivez"
Gant Anne-Marie TREGUIER
Oseanografourezh en IUEM (Institut Universitaire Européen de la mer) e Brest eo Anna-Vari Treguier. Labouret he deus, evel pennrenerez an enklaskoù gant ar GIEC( Groupement intergouvernemental sur l’évolution du climat)), evit ar rentañ kont bet embannet e 2021. Ken-bresidantez eus Kuzul Breizh evit an hin eo ivez. Displegañ a raio petra eo ar chenchamant hin, penaos emañ stad an traoù er bed hag ivez e Breizh ha penaos stourm a-enep.
Roet e vo ur geriaoueg d’an dud gant ar gerioù nevez.
Merc’her 6 a viz Kerzu 2023
3e gm e sal an Atelier (straed Jeanne d’Arc) e Lesneven
Digoust, ur c’hafe a vo servijet da heul ar brezegenn
Darempred : 06 08 24 80 26