"An enrolladennoù kentañ e brezhoneg"
Gant Tudi CREQUER
Kentañ enrolladennoù ar brezhoneg an Ao. Léon Azoulay (1900)
Er bloavezh 1900 Ez eus bet milionoù a dud eus ar bed a-bezh o kemer perzh e Diskouezadeg etrevroadel Pariz. Un digarez a-feson evit an Doktor Léon Azoulay, ezel eus Kevredigezh Antropologiezh Pariz, da enrollañ yezhoù a bep seurt. E miz Gouere 1900 ez a e darempred gant un toullad Bretoned ha Bretonezed bodet war ar Vilajenn vrezhon staliet evit reiñ ton d’hor bro.
Enrollet e vo gantañ o mouezhioù, o yezh hag o c’hanaouennoù gant ur mouez-skriverez. Dassoniñ a ra ar bed gwechall war un doare burzhudus pa selaouer ouzh ar mouezhioù bet engravet war rolloù-koar. Kinniget e vo deoc’h gant Tudi Crequer an enrolladennoù-se hag istor hor c’henvroidi bet enrollet ouzhpenn kant vloaz zo.
Danvez doktor eo Tudi er Celtic-BLM (Skol-veur Roazhon-2) hag enklasker stag ouzh servij son Levraoueg broadel Frañs. Emañ o sevel un dezenn diwar-benn Deroù sonenrollañ ar brezhoneg (1897-1926), dindan renerezh Erwan Hupel, hag a-drugarez da Sevenadurioù Breizh (BCD). Kazetenner a-vicher eo ha tro en deus bet da labourat en ur chapeledad media, pe vefe e galleg (Télégramme, Ouest-France, Reporterre, France Tv) pe e brezhoneg (France Bleu Breizh Izel).
Merc’her 3 a viz Genver 2024
3e gm e sal an Atelier (straed Jeanne d’Arc) e Lesneven
Digoust, ur c’hafe a vo servijet da heul ar brezegenn
Darempred : 06 08 24 80 26