Abaoe 2033, e vez aoazet un droiad filmoù-bevaat e brezhoneg gant ar gevredigezh Daoulagad Breizh, gant skoazell Kuzul Rannvro Breizh ha Kuzul Departamant Penn ar Bed.
Kinniget e vez an droiad da skolidi ar c’hlasoù divyezhek publik (Div Yezh), prevez (Divaskell) ha Diwan.
Gant Ti ar Vro Leon e vez aozet abadennoù evit ar skolioù a zo e Lesneven, Gwiseni, Plabenneg, Lanniliz ha Gwitalmeze.
Perak aozañ un droiad filmoù e brezhoneg evit ar skolioù ?
Ar brezhoneg n’eo ket nemet yezh ar skol, met ivez ur yezh avez klevet war ar skrammoù, hag ur yezh a blijadur. Pep skignadenn a zo un emgav sinema, deskiñ ha yezhoniel. Un digarez evit ar vugale da vont d’ar sinema, kejañ gant bugale all ar skolioù brezhonek ha dizoloiñ filmoù brav e brezhoneg. Gant Daoulagad Breizh e vez savet ha skignet an dafar brudañ (skritelloù, kartennoù ha doser ar skolaer) evit reiñ tro d’ober ul labour war ar film er c’hlas.
Klasoù-mamm
ADALEK 2 VLOAZ
BEAJ VAT DIMITRI !
(Bon voyage Dimitri !)
Ur program 3 film-bevaat berr (40 min)
Ur bedadenn da veajiñ ha da vezañ kurius !
Istorioù dudius a lako da veajiñ, da heul loened a-bell vro ! Splujit e bed stagus ha dic’hortoz ar fablennoù-mañ…
Klasoù kentañ derez
ADALEK 6 VLOAZ
ERNEST HA CELESTINE
(Ernest et Célestine)
Diwar albumoù Gabrielle Vincent embannet gant Editions Casterman
César ar gwellañ film-bevaat e 2013
Ernest, ur pezh mell arzh furlukin ha soner, a zegemer en e di Célestine, un emzivadez he deus tec’het ouzh bed dindan zouar ar grignerien.