Evit ar c’hevredigezhioù

Ur rouedad kevredigezhioù lec'hel

Bodañ a ra Ti ar Vro kevredigezhioù sevenadur he zachenn, a labour evit lakaat yezh ha sevenadur Breizh da vevañ.

Diouzh un tu e vez lakaet war wel birvilh sevenadurel ha kevredigezhel ar vro en ur oc’h ober ul labour kehentiñ ha skignañ, pe c’hoazh kenurzhiañ darvoudoù boutin a ro tro da gejañ gant kevredigezhioù all.
Diouzh an tu all, e vez skoazellet ar frammoù ezel da vont betek penn o raktresoù : sevel ur rouedad, skoazell melestradurel, kenskoazell evit kaout dafar…