Kanañ & Kontañ

Prantad kenfinet #2 – Etre miz Du ha…
Setu-ni lañset gant ur pennad kraouiet all !

Da ziduiñ an amzer e-pad bac’hadur an nevez-hañv e oa bet aozet an abadennoù Kan er gêr.
Kuit na vije re deñval ar mizioù Du, ha ni kroufet adarre, e kinnigomp adlañsañ abadennoù a-seurt-se.

Ar mizioù Du a zo ivez mizioù ar beilhadegoù. Kanaouennoù da dommañ ar c’halonoù, marvailhoù, hag istorioù farsus da ginnig ur banne c’hoarzh, ur c’henskoazell ha kengret etre an dud.

Estreget kanaouennoù a vo en abadennoù nevez-se anvet Kanañ ha Kontañ.

 
Kavout a rafet amañ dindan enrolladennoù an abadennoù, met ivez testennoù evel mojennoù Jean de La Fontaine, bet troet e brezhoneg gant Paotr Treoure.

Gellout a raer enroll ha kas lennadennoù, kontadennoù, mojennoù, kanaouennoù a bep seurt war chomlec’h postel kanerger@gmail.com. Kinniget e vo an abadenn bep Merc’her da 1e ha 6e goude-merenn ha da Sul da 3e30 goude lein.

  • D’ar Merc’her 11 a viz Du e vo klevet an dud a oa pedet da ganañ ha da gontañ evit beilhadeg Plouzeniel Prest Bepred paneve bet kefinet ar vro.

Tonioù ha kontadennoù bet enrollet d’ar gwener 9 a viz Here 2020 e kerz beilhadeg Plouneour-Trez, aozet gant Ti ar Vro ha Dastum Bro Leon.

Lodenn 1/2

En abadenn-mañ vo klevet dreist-holl traoù e liamm gant Paotr Treoure, hag un atersadenn gant Auguste hag Yvonne Le Borgne.

Lodenn 2/2

  • « Presbital Gwiseni » kontet gant Jakez Ar Born
  • Pezh c’hoari « Ar voutailh livet brav » displeget gant Leo ha Jack deus Plougerne
  • « An tour tan » kanet gant François Caroff deus Plouenan
  • « Kroufet », un istor gant Marcel Berrou deus Plougerne (lodenn 1/2)
  • « Gwerz ar govid » gant Sterfan ar Gall deus St Martin war ar Meaz
  • « Istor ar brini » gant Mark Paugam deus Lanhouarne
  • « Kan al linad hag an drez » kanet gant Youn Gouez diwar un destenn gant Bernez Tangi
  • Pezh c’hoari « Ar c’hleñved nevez » gant Maryvonne Berthou, Typhaine Corre, Maxime Lhostis ha Goulc’han Kervella
  • « Kroufet » – eil lodenn istor Marcel Berrou deus Plougerne
  • « Son ar yoyo » kanet gant Mark Paugam
  • Tennet deus levr « Hekleo Traon Bouzar » gant Louis Conq deus Treouergat, ul lennadenn gant Mikael Conq deus Plougin
  • « Fablenn Perinaig » displeget gant Francine, Kafe brezhoneg Henvig 2014
  • « Ar vioù torret » fablenn kinniget gant Per ar Gov
  • Pezh c’hoari « Ar voutailh livet brav » displeget gant Leo ha Jack deus Plougerne
  • Pezh c’hoari « En ti-debriñ » displeget Marie-Jo Salou, Perrig Mellouet ha Goulc’han Kervella
  • – Tennet deus levr “Hekleo Traon Bouzar” gant Louis Conq deus Treouergat, un eil lennadenn gant Mikael Conq deus Plougin.
  • “Tal an tan” ur barzhoneg gant Añjela Duval kanet gant Jef Philippe o chom e Sant-Eganton
  • “Istor ar bern foen” kontet gant Mark Paugam deus Larhouarne
  • “Liberta” kanet gant Korentin & Iozen Loncle deus Gwiseni
  • “Ar balum hag ar pesk bihan” Lennet gant Marie Calvez Loncle
  • “Va mamm” Kanet Marcel Berrou o chom e Plouguerne
  • “Da vont davedout” ur barzhoneg gant Louis-Jacques Suignard.
  • “Pelec’h” un tamm sonerezh kanet gant strollad [vʁak] deus Landerne
  • Istorioù farsus enrollet e beilhadeg Kleder e 2014 kontet gant Marie-Françoise Karoff ha Louis Derien deus Kafe Brezhoneg Henvig
  • Pezh c’hoari “Al labour douar” enrollet e 2013 e beilhadeg Plouzeniel gant Goulc’han Kervella ha Perrig Mellouet.