Abaoe ar bloavezh 2000, e vez lakaet war wel an teulfimoù e miz Du. Miz an Teulfilmoù a zo un emgav ne c’heller ket tremen e biou evit dizoloiñ filmoù hag eskemm e vennozhoù war ar bed !
Aozet eo er Bro-C’hall a-bezh gant Image en Bibliothèque ha kenurzhiet e vez an traoù evit Penn ar Bed gant Daoulagad Breizh. Ingal e kemer perzh Ti ar Vro en ur ginnig filmoù e brezhoneg pe o tennañ ouzh yezh ha sevenadur ar vro.
Goude pep skignadenn e vez pedet ar realizatour.ez da eskemm gant an dud.