Augustin Morvan & René Laennec : Medisined brudet ha brezhonegerien ampart
Gant Goulc'han KERVELLA
Rene Laenneg (1781-1826) Ganet e Kemper. N’oa ket brezhoneger a-vihanik; moarvat en deus bet klevet brezhoneg en-dro dezhañ en e vugaleaj hag e yaouankiz. E Pariz eo, e 1805, ec’h en em laka da studial ar brezhoneg (da heul krouidigezh an Akademiezh keltiek.) gant ar fermourien, skrivañ dezho e brezhoneg zoken. Ur soñj uhel en doa Laenneg eus ar brezhoneg hag ar sevenadur keltiek. Skrivañ a ra ha dastum kanaouennoù (An durzhunell). E 1815 e komz da vat ar yezh, war-dro ar soudarded vreizhat gloazet pe klañv, da heul brezelioù Napoleon kozh. En ospital Salpetrière emañ o labourat; bodet en deus ar vrezhonegerien en ur sal vras; di ez a da gaozeal ganto e-ser o louzaouiñ. Louzou ar brezhoneg ! E 1815 e kemer da vat maner Kerlouarneg e Ploare, alies e teuio di; brezhoneg a gomz.
Augustin Morvan (1819-1897) Ganet e Lanniliz; e dad oa eus Gwiseni, e vamm eus Lanniliz. Marc’hadourien anezho. Goude e studioù uhel e Bourdel hag e Pariz e teu da vedisin da Lanniliz e 1847.
Brezhoneger a-vihanik eo. Ober a ra e vicher e brezhoneg evel-just e Lanniliz ha war-dro. Medisin war ar maez ha skiantour bras (Akademiezh medisinerezh; diskrivet kleñvejoù nevez gantañ) Politiker (Radikal), bet maer, kannad, kuzulier meur. Bet bec’h gant ar veleien (“Medisin ar gisti!”) Medisin ar re baour, poderien Lanniliz ha Plouvian, bezhinaerien Lanniliz ha Landeda, ar mammoù dizimez, ar yec’hed e-touez an dud vunut… Ul lizher hir en deus skrivet e brezhoneg e Feiz ha Breiz e 1872, e-giz ma komze, evit difenn e vennozhioù a-enep person Lanniliz.
E anv a zo bet roet da ospital Brest. E di a zo atao war blasenn Lanniliz..
Merc’her 4 a viz Here 2023
3e gm e sal an Atelier (straed Jeanne d’Arc) e Lesneven
Digoust, ur c’hafe a vo servijet da heul ar brezegenn
Darempred : 06 08 24 80 26