"An drouized ha sevenadur Breizh"
Gant Per-Vari KERLOC'H
Resevet eo bet un ugentad a Vretoned en Eisteddfod Kerdiz (Cardiff) gant Gorsedd Kembre, e miz Gouere 1899. Ur wech distroet e Breizh e tivizas lod anezho – e Gwened e miz Du – krouiñ ur gevredigezh sevenadurel heñvel ouzh hini Kembre E 1900, e Gwengamp, e-kerz ur vodadeg veur, eo bet roet lañs d’ar strollad nevez anvet Gorsedd Gourenez Breizh.
Fellout a rae d’an izili sevel ur gevredigezh gouest da adsevel sevenadur Breizh. Setu penaos e teuas ar C’hoursez da vodañ enni hec’h unan ar pep brasañ eus ar re a laboure war dachenn ar yezh, al lennegezh, ar sonerezh, an arzoù-kaer hag an ekonomiezh war un dro Diaes e vo dezhi koulskoude chom buhezeg goude ar brezel-bed kentañ.
Ha goude an eilvet brezel-bed e vo krouet kevredigezhioù arbennigel war bep dachenn : Bodadeg ar Sonerien, tiez-embann, skolioù brezhonek ha neuze e vo dav d’ar C’hoursez kas da benn he c’hefridi. Deuet eo da vezañ, d’an deiz a hirio, Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh.
Merc’her 6 a viz Gwengolo 2023
3e gm e sal an Atelier (straed Jeanne d’Arc) e Lesneven
Digoust, ur c’hafe a vo servijet da heul ar brezegenn
Darempred :06 08 24 80 26