« Teñzorioù dornskrivet ar familh Miorcec De Kerdanet » gant Ronan Calvez
Adalek fin an XVIIIved kantved, er familh Miorcec de Kerdanet ez eus bet komañset da zastum leorioù, archivoù ha dornskridoù. Tamm ha tamm o doa kresket an dastumadoù, a oa digor d’un nebeut re en XIXved kantved. En XXved kantved e oa bet alc’hwezet warno.
Ha daou vloaz zo en deus Jacques Miorcec de Kerdanet fiziet e tud ar Greizenn a Enklaskoù Breizheg ha Keltiek (CRBC) an dastumadoù e oa perc’henn warno. E-pad ar brezegenn e vo kontet istor ar pinvidigezhioù-se ha goude-se e vo lakaet ar gaoz war an dornskridoù, dreist- holl war Ar farvel göapaër, un dornskrid savet gant Kerenveyer, bet ganet e Rosko e 1729.
Kelenner yezh ha lennegezh vrezhonek eo Ronan Calvez e Skol-Veur Brest. Ezel ar CRBC eo.