Kafe brezhoneg – 7 a viz Kerzu 2022

« Istor an tourioù-tan e Breizh » gant Goulc’han Kervella

Un den anavezet mat e bed an arvestoù hag an embann a vo tro da glevet d’ar merc’her 7 a viz Kerzu e Kafe Brezhoneg.
Kontañ a raio istor an tourioù-tan abaoe daou vil vloaz; istor tourioù-tan Penn ar Bed en XIX ha XX vet kantved. Ha dreist-holl tourioù-tan Bro-Leon ha re an Aberioù. Penaos e voe savet tourioù Enez Werc’h, Roc’h Gored, Lanvaon e Plougerne; Ar Palud ha Sant Anton en Aber-Ac’h. Kontañ a raio ivez istor enez Werc’h, azalek ar bloavezhioù 1400, gant kouent ar Fransiskaned, betek an dervezh hirio. Tour-tan Enez Werc’h a zo an hini brasañ er bed savet gant mein. Kemer a raio harp war an album en deus resevet priz stalioù-levrioù Breizh er Gacilyy e miz Here 2022, “L’Ile Vierge, un phare dans les yeux”, testennoù Goulc’han Kervella skeudennet gant Emmanuel Lepage.