« Dastum, 50 vloaz war an dachenn » gant Kristof Nikolaz
Kristof NIKOLAZ zo bet kelenner brezhoneg e Sant-Frañsez Lesneven a-raok mont da rener Ti-Embann ar Skolioù (TES) e Sant-Brieg. War e leve emañ bremañ, muioc’h a amzer dezhañ da gemer perzh e-barzh buhez Dastum ha Ti ar Vro.
Da geñver 50 vloaz Dastum Breizh ha 25 bloaz Dastum Bro-Leon, e komzo eus al labour divent a zo bet graet abaoe 1972 gant klaskerien ha tud a youl vat evit dastum kanaouennoù, tonioù sonerezh, kontadennoù, istorioù, memor an dud (…), gwareziñ anezho ha reiñ anezho da glevet. Anat deoc’h e vezo lakaet war-wel al labour bet graet gant Dastum Bro-Leon, dreist-holl e-pad ar beilhadegoù pa vez ar vrezhonegerien o tañsal, o kanañ, o kontañ krakoù hag o kaout plijadur asambles e brezhoneg.
Ur poent a vezo graet gantañ war al levrioù-CD bet embannet ha war an doare da vont da selaou teñzor ar brezhoneg war Internet Dastum. Komz a raio eus ar pezh zo war ar stern hag eskemm a raio gant an dud war ezhommoù Dastum Bro-Leon hag e amzer da zont.
Sur e vezo plijet an dud o klevet hag o welet tammoù enrolladennoù ha videoioù, ha souezhet e vezint, kredapl, o klevet kanaouennoù, tammoù istorioù ha tonioù da zañsal o tont eus ar sal…