“Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù Breizh” gant Tudi Kernalegenn
Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù Breizh (BCD) a zo ur gevredigezh evit brudañ ha skignañ danvez sevenadurel Breizh hag al lieseurted sevenadurel e pemp departamant Breizh.
A orin eus Landrevarzeg, e-kichen Kemper, eo Tudi Kernalegenn. Brezhoneger a-vihanik, kresket en deus en un endro brezhoneger, ha bet eo bet unan eus bachelourien kentañ Diwan e 1997. Ur wech paket ar bak gantañ e oa krog gant studioù war an istor hag ar skiantoù politikel e Roazhon. E doktorelezh en deus tapet e 2011 e Ensavadur ar studioù politikel (Sciences Po) e Roazhon.
Kuzulier politikel e voe e Parlamant Europa eus 2009 betek 2011. Labourat a ra eno war gwirioù mab den hag al liesseurted sevenadurel, met ivez war al liammoù etre Breizh hag Europa. Distreiñ a ra da Vreizh e 2012 evit labourat evel kazetenner ha sekretour ar skridaozañ er gelaouenn ArMen.
E 2016 eo e karg eus diorroadur ar gador-enklask “Tiriadoù ha kemmoù an obererezh publik”, e Ensavadur ar studioù politikel e Roazhon. Kuitaat a ra Breizh en-dro evit mont da Lausanne (Suis) ha Louvain (Belgia) evel enklasker war ar skiantoù politikel eus 2016 betek 2019. Dibaoe ur pemzek vloaz bennak e kelenn ivez e meur a skol-veur, e Breizh, BroC’hall ha Belgia.
Abaoe miz Gouere 2020 eo rener Sevenadurioù Breizh, un aozadur dezhi da bal brudañ danvez Breizh, dioroiñ ha difenn glad sevenadurel dizanvezel Breizh ha kreñvaat al liested sevenadurel.
Dibaoe penn-kentañ e vuhez labour en deus beajet kalz dre ar bed. Bevet en deus da skouer e Bro Skos, Italia, Galiza, Belgia, Suis, Hong-Kong pe c’hoazh er Stadoù Unanet. Du-hont e voe pedet evel enklasker e skolioù meur Yale ha Columbia.
Dre-se, eo ampart war ar saozneg, ar galizeg hag ar c’hastilhaneg.
Evel skolveuriad ha kazetenner en deus skrivet dek levr ha degadoù a bennadoù. E embannadurioù a zo gouestlet da istor Breizh, ar stourmoù sokial, ar vroadelouriezh, an ekologiezh, an divroerezh, pe c’hoazh an digreizennañ. Embannet en deus evel-se un Istor an ekologiezh e Breizh, pe kenurzhiet levrioù diwar-benn an demokratelezh rannvroel, Unvaniezh demokratel Breizh, pe c’hoazh Lanv broadel ar bloavezhioù 1968.