“Kannadig Treglonou, istor ur person mestr war buhez e barrezioniz e bro-Leon”
Ren a rae Jakik Calvarin, Person Treglonou etre 1914 ha 1941, war e barrez evel ur roue en e rouantelezh. ” Ar wirionez hep damantiñ ” a oa e c’her-stur; e wirionez dezhañ e-unan evel-just ! N’eus netra ne rofe ket e ali diwarnañ : ar relijion met ivez ar politik , ar brezeliou, ar boued ,an dilhad ,ar skolioù, ar gouelioù, penaos sevel ha magañ ar vugale . En ur ger, pep tra a ra ar vuhez.
Pep parrez kazimant a embanne ur c’hannadig met chom a raent war dachenn ar relijion dre vras; ar pezh ne rae ket kannadig Treglonou ha setu perak en deus graet kement-all a berzh e bro Leon.
Den pedet : Yvon Abiven – ganet e Plouneour-Trez e 1948.
Bet maer Sant Tegoneg ( 1989- 2014) – Kuzul Jeneral ( 1992-2011) – Depute ( 1997-2002).