Dizoleiñ an dafar pedagogel evit ar re vihan, ober gantañ hag e implij

Deiziad o tont e Lesneven : merc’her 12 a viz Mae 2021

  • Petra : dizoloiñ dafar pedagogel e brezhoneg evit ar vugale dindan 6 vloaz (levrioù, c’hoari, hag all), implij hag ober gantañ – digoradur ha lakaat e pleustr abadennoù dudius e liamm gant ar yezh hag an dafar hervez oad ar vugale – implij an ostilhoù kinniget dre an oberiantizoù.
  • Evit piv : micherourien ar vugaleaj, skolaerien, implijidi ar skolioù (ATSEM? tud ar c’hantin, diwallerezh), buhezourien, kerent ha kerent da vezañ, hag neb a zo dedennet gant an danvez.
  • Penaos : stummadur war al lec’h e strolladoù etre 4 ha 12 den
  • Pegeit : 1 devezh 7 eurvezh
  • Priz : goulennit ur rakpriz hag munudoù ar program digant  Virginie Pronost / virginie.pronost.miltamm@gmail.com – 07.86.78.87.96