Kinnig-labour

KENURZHIER / KENURZHIEREZ

Da bourveziñ diouzhtu (penn-kentañ 2024)

Ti ar Vro Leon a zo ur bodad kevredigezhioù hag a labour da vrudañ ha diorren yezh ha sevenadur ar vro e bro Leon. Labourat a ra ar gevredigezh war broioù Lesneven-Aodoù ar Mojennoù hag an Aberioù. E Lesneven emañ ar sez.

Ar misionoù

E liamm gant ar C’huzul-merañ, e ranko ar genurzhierez pe ar c’henurzhier :

  • Buheziñ raktres kevredigezhel ar framm :
    • Kenlabourat gant ar burev evit ren ar gevredigezh
    • Kenurzhiañ oberiantizoù ha raktresoù ar gevredigezh e liamm gant an dud a-youl vat, an animatourez hag ar gevelerien
    • Sevel ar program oberiantizoù ha darvoudoù e liamm gant an animatourez hag ar c’hevredigezhioù ezel
  • Mont en-dro oberiant
    • Aozadur lojistik
    • Brudañ
    • Heuliañ budjedoù ha sevel bilañsoù an oberiantizoù
  • Heuliañ mont en-dro melestradurel hag arc’hantel ar framm
    • Rakprizioù, fakturenniñ, heuliañ
    • Ebarzhiñ ar gontouriezh, oberiadennoù simpl kontouriezh
  • Heuliañ ar steuñv tañva d’ar brezhoneg er skolioù e liamm gant ar perzhidi all, kenurzhiañ ar skipailh kelennerien e liamm gant ar skolioù

Profil c’hoantaet

  • Diplomoù : Bac + 3 pe gevatal
  • Anaoudegezh vat eus sevenadur ar vro
  • Brezhoneg mestroniet
  • Gouest d’en em aozañ hec’h-unan / e unan, d’en em azasaat diouzh an ezhomm
  • Skiant-prenet er c’hevredigezhioù
  • Liesvarregezh hag emrenerezh
  • Gouest da zegas danvez nevez
  • Barrek da vezañ en hec’h aes / e aes en darempredoù
  • Mestroniañ an ostilhoù burevek, barrek gant Internet hag ar rouedadoù sokial
  • Aotre-bleniañ B hag oto hiniennel dre ret

Aozioù labour

  • CDI amzer-leun
  • Gopr : Strollad F gwezhiader 350 an Emglev a-stroll ECLAT (ex-Buheziñ)
  • Implij-amzer kemm-digemm hervez ar redioù liammet gant ar post-labour (labour posubl diouzh noz hag e-kerzh an dibenn-sizhun)
  • Lec’h labour : 48, straed ar Jeneral De Gaulle – 29260 LESNEVEN

CV & lizher kinnig da gas da :

Ti ar Vro Leon, Park Kerlaouen

48 straed ar Jeneral De Gaulle, 29260 Lesneven

tiarvroleon@gmail.com

Emgavioù tuta e penn-kentañ miz Genver 2024