Filmoù-Chakod #6

Kenstrivadeg filmoù-Chakod e brezhoneg

Berzh en doa graet ar genstrivadeg filmoù chakod warlene.
83 film hon oa resevet war an tem Spontus
ha 70 anezho a oa bet savet gant skolidi, skolajidi pe liseidi.

Setu lañset en-dro ar genstrivadeg.
Gant an tem…
Tro ar bed ! Bec’h d’ho ijin…

Un hezoug pe ur benveg foto, un urzhiataer, ur mennozh ha deomp dezhi ! Filmoù 3 mun d’ar muiañ
Istitlet e galleg
Kasit ar filmoù a-raok ar 1añ a viz Ebrel 2023 da : filmou.chakod@gmail.com

Hag emgav d’ar Gwener 5 a viz Mae er sal La Passerelle e TEIZ
evit ar Chakod Deiz hag ar Chakod Noz
aozet gant Emglev Bro Gwened.

GOUZOUT HIROC’H EVIT AR SKOLIOÙ

Aozadur : Daoulagad Breizh
ha rouedad an emglevioù bro ha tiez ar vro

Displegañ a reomp deoc’h amañ petra eo ur Film Chakod
ha penaos e tremeno an traoù evit ar c’hoñkour 2023 !
Michañs ho po PLIJADUR da sellet ar video !!

Un taol sikour war an teknik ?
Un nebeud titouroù talvoudus amañ
Un tuto aes, e galleg amañ
Ur chomlec’h evit ho koulennoù : filmou.chakod@gmail.com