Filmoù-Chakod 2023 – Kino e Plougerne

Savit ur film-chakod e brezhoneg !

Savit ur film-chakod e Plougerne e korf 48 eurvezh gant mignoned ha sikour Kaou Langoët eus Morzhol Prod !

Petra eo ur film-chakod ??

  • 3 vunutenn
  • E brezhoneg istitlet e galleg
  • Filmet gant dafar bihan a c’hell mont e-barzh ur chakod
  • Un tem : Tro ar Bed
  • Ur genstrivadeg : Ar filmoù a zo da gas a-raok ar 1añ a viz Ebrel
  • Ur Chakod Noz evit votiñ evit ar Sardinenn aour e Teiz (56) d’ar 5 a viz Mae !
  • Lugan ar genstrivadeg : ober eus ar gwellañ gant netra, ober gwelloc’h c’hoazh gant neubeud a dra met en ober bremañ gant dafar chakod !

Penaos vo aozet an traoù ?

  • Sadorn 4 a viz Meurzh – Devezh skrivañ & filmañ

Emgav da 9e evit ur prantad kinnig hag eskemm tro-dro d’ur banne kafe, a-raok mont da labourat war ho raktres.

  • Sul 5 a viz Meurzh – Devezh frammañ

Emgav tro 9e evit ur banne kafe a-raok loc’hañ gant labour frammañ ar filmoù. Skignet e vo ar c’hrouidigezhioù da 5e, dirak ar perzhidi hag an dud pedet ganto !

  • Dafar :
    degasit ganeoc’h ho pellgomzer, benveg-foto evit filmañ, ho urzhiataer evit frammañ, hag an dafar a soñj deoc’h kaout ezhomm evit sevel ar film. Hervez an ezhommoù e vo tu prestiñ dafar deoc’h (son, frammoù…)
  • Predoù :
    degasit ho poued ganeoc’h, kafe & kouignoù a vo war al lec’h.

Priz : 15€

Lakaat e anv :

  • tiarvroleon@gmail.com
  • 09 83 22 42 96 / 07 60 86 38 66