Miz Here 2022 : “Enez an Amerikaned” gant Goulc’han kervella



D’ar merc’her 12 a viz Here, da 6e noz e Mediaoueg Plougerne. Digoust ha digor d’an holl.

Buhezet gant Paskal HERVIO. Den pedet : Goulc’han KERVELLA

Enez an Amerikaned

Goulc’han Kervella

E 1918, war enez Derc’h, ez eus bet savet ur c’hamp evit martoloded amerikan deuet da gemer perzh er brezel. Ober a reont war-dro kirri-nij gouest da ziskar al listri-spluj alaman. Merc’hed ar vro a vez implijet evit kannañ dilhad ar vartoloded, Marianna en o zouez…

Ho pediñ a reomp, lennerien, da zont da eskemm, tabutal, pismigañ diwar-benn un oberenn, bet lennet ganeoc’h en a-raok.

Prenit levrioù e brezhoneg, amprestit anezho en ho levraoueg muiañ-karet !