Riolets 2023 – Sonadeg gant Egin

D’ar Merc’her 12 a viz Gouere adalek 6e noz e Liorzh Sant-Weltaz Gwiseni.
Gant skipailh ar Riolets ha Ti ar Vro Leon
– 6e noz : c’hoarioù e koad evit an holl
– 7e : pizza + dibenn-pred (8€ pred da virout en a-raok)
– 8e30 noz : sonadeg EGIN (5€ / digoust dindan 12 vloaz)
– 9e30 noz : riz gant laezh
Evit mirout ho pred, pellgomzit pe kasit un sms d’an niverenn 06 79 81 76 25

EGIN

Egin a zo un daouad dibar e Breizh.
Kinnig a ra Egin ur sonerezh folk mod ar vro livet gant blues ha kensonoù jazz, gant ur gitar klev a-wechoù, tredan ur wech an amzer.
Egin a zo un tregeriad hag ul leonad o kanañ gwerzioù a-vremañ e brezhoneg.
Anavezet pep hini gant e strollad (War-Sav evit Korentin pe Lunch Noaz evit Mael), kamaraded abaoe pell, e tiviz Korentin Le Davay ha Mael Guego war ar sonerezh folk-blues dous, gant testennoù e brezhoneg poblek awenet mat ha son ur gitar klev liesliv.
Un emgav deus ar re gaerañ, gwirion ha brokus.