“War Hent Youenn Gwernig” – Strollad Ar Vro Bagan

Titouroù pleustrek

  • D’ar Gwener 7 a viz Ebrel 2023
  • Sal L’Arvorik e Lesneven
  • 8e30 noz
  • Tarifs : Priz leun : 15€ (war al lec’h); 12€ (prenet en a-raok) / Priz digresket : 10€ (liseidi, studierien, tud dilabour, tud ampechet)
Previous slide
Next slide
Skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella
Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré (Boest an Diaoul), Erwan Moal (Gitar)
Kan : Tangi Merien, Typhaine Corre, Erwan Billant
Ganet eo Youenn Gwernig e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher, biniaouer, barzh, skrivagner ha kaner vo ivez. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari. Ober a ra anaoudegezh gant Jack Kerouac (Beat Génération). Distro e Breizh e kan evit ar stourmoù sokial ha sevenadurel. Rener abadennoù brezhoneg FR3 eo e Roazhon e 1983. Ur gwir varzh, ur stourmer, laouen, uvel ha digor war ar bed.
Tremen a ra ar pezh-c’hoari en ur studio TV. Emaer oc’h enroll un abadenn diwar-benn buhez hag oberennoù Youenn Gwernig. Pedet eo bet an arvesterien da gemer perzh en abadenn-se.