Sekred-kegin va mamm-gozh

Sekred kegin va mamm-gozh

 

Aozennoù

100 g imor mat

125 g eskemmoù e brezhoneg

150 g boued lipous

½ l kenskoazell

ur meudad a fent

karantez en abondañs

 

 

Penaos ober

  • Dibab ur plad da fardañ gant da vamm-gozh (ho hini muiañ karet, ur rekipe familh,…)

  • Fardañ ar boued asambles, en ur gomz brezhoneg ar muiañ posubl etrezoc’h (ma n’eo ket evit en ober e c’hellez deskiñ un nebeud gerioù dezhi!)

  • Ur wech prest ar meuz lipous, tennañ ur poltred diouzhoc’h gant ar plad

  • Skrivañ ar sekred kegin asambles : anv ar rekipe, an aozennoù, penaos ober, istor ar rekipe (deus pelec’h e teu, petra a blij deoc’h enni, perak ho pez plijadur da fardañ anezhi…)

  • Poent eo tañva…

  • Kas ar sekred kegin hag ar poltred gant ho anvioù hag ho chomlec’h da buhezin.tiarvroleon@gmail.com evit ar sul 7 a viz Meurzh… devezh Gouel ar Mammoù-kozh !

Evit gouel ar mammoù-kozh e kinnigomp deoc’h sevel ul levrig sekredoù-kegin, fardet gant ur vamm-gozh hag he bugel pe bugale-bihan. Forzh peseurt rekipe a c’hell bezañ graet, ar pezh a gont zo kaout ur prantad plijus asambles.

An difi a zo dreist-holl komz ar muiañ posubl e brezhoneg war digarez keginañ. Pep hini a c’hello treuskas d’egile, da skouer ma ne gomz ket brezhoneg ar vamm-gozh, gant ma vo laouen da zeskiñ digant he bugale-bihan. Arabat kaout aon goulenn sikour gant tud all (kerent, mignoned amezeien…) pe zoken d’ar geriadur !

Bodet e vo an holl rekipeoù gant Ti ar Vro Leon ha savet ul levrig a vo tu pellgargañ war lec’hienn internet ar gevredigezh. Bez e c’hell an tadoù-kozh kregiñ da brederiañ dija, o zro vo evit o devezh gouel d’an 3 a viz Here !

Alioù fur…

Un difi eo ar raktres, a zo da welet e-giz un dizoloadenn, un enklask, ur c’hoari !

  • Ma ne oar ket da Vamm-gozh kaozeal brezhoneg, n’eo ket kalz a dra. Moaien zo klask asambles penaos e vez lavaret tra-mañ-dra e brezhoneg. Gellout a rez lavarout dezhi ar pezh ‘peus desket er skol. Ha posubl eo ivez klask asambles er geriadur pe c’hoazh goulenn sikour digant un amezog, ur mignon, un den a oar brezhoneg…
  • Ma oar brezhoneg da Vamm-gozh ‘po tro da zeskiñ brezhoneg diganti – prizius eo, selaou mat anezhi. Gellout a ri ivez lavarout dezhi penaos peus desket er skol. E penn-kentañ ne vo ket aes marteze, ma n’ho peus ket tro alies da eskemm e brezhoneg met dont a raio a-neubeudoù e-kerzh ar prantad fardañ boued.

Pa vo komzet e brezhoneg gant da vamm-gozh pe un amezog pe ur mignon a oar brezhoneg, ho po tro da glevet cheñchamantoù gant ar pezh peus desket er skol.

Marteze ne vez ket lavaret tra-mañ-dra ganeoc’h gant ar memes mod, met oc’h ober hag o selaou mat an eil ouzh egile e vo moaien en em gompren.

Marteze e vo iskis evit komañs met brav eo anavezout yezh da vamm-gozh, amezog pe mignon. O tont eus pell emañ. Prizius eo. Ar pezh a zo a-bouez eo selaou mat pep hini evit en em gompren. Gallout a rez gant plijadur deskiñ komz e-giz da vamm-gozh !