Staj emzifenn feminist

Difenn

  • Kentañ staj : d’ar sadorn 10 a viz Ebrel – 10e/5e – Kreizenn sosio Lesneven
  • Priz : 60€/zen, degas he boued ganti
  • Aozadur : Ti ar Vro Leon


Enskrivadur

Emzifenn

Pediñ a ra Ti ar Vro Leon ar gevredigezh « Difenn » evit ur staj emzifenn e brezhoneg.An emzifenn a zo ur strategiezh evit talañ ouzh ar feulster a-enep d’ar merc’hed.
Pal an emzifenn a zo goulennata an doare ma vez savet ar jener, peogwir e voutineka hag e ro asant d’ar feulsterioù-se. A benn neuze e vez diorroet gouestoni ar merc’hed da respont.
Ur respont hollek d’ar feulsterioù eo an emzifenn, a gemer e kont ar fed da lakaat bevennoù dre ar c’homz, da bleustriñ dre ar preder, da virout ouzh skeuliadur ar feulster, da ziorroiñ ar preder hag ar c’helaouiñ ha da anavezout teknikoù fizikel emzifenn. Deuit gwisket evel boaz.