Abaoe 2017, e kinnig Ti Ar Vro Bro Leon un abadenn “Kafe Brezhoneg” bep Merc’her kentañ ar miz.
Un digarez da gaout plijadur da gaozeal brezhoneg etrezomp, brezhonegerien ampart pe get. Hag ivez da sikour ar re a zo o teskiñ evit dezho krediñ komz war temoù a-bep seurt ha disheñvel bep Merc’her.
Ur banne kafe (tomm) vo profet da bep hini goude an abadenn.
Titouroù pleustrek :
- Merc’her kentañ ar miz etre miz Gwengolo ha miz Even
- 3e abardaez er sal L’Atelier e Lesneven
- Digor d’an holl ha digoust
Kafe Brezhoneg – Miz Meurzh 2024
“Ur vuhez labour e brezhoneg” gant Pascal CARIOU
Kafe Brezhoneg – Miz C’hwevrer 2024
“An Tad Medard ha kapusined Rosko” gant Yvon ABIVEN
Kafe Brezhoneg – Miz Genver 2024
“An enrolladennoù kentañ e brezhoneg” gant Tudi CREQUER
KAFE BREZHONEG – Miz Kerzu 2023
“O tommañ emañ ar bed, ha Breizh ivez” gant Anne-Marie TREGUIER
Kafe Brezhoneg – Miz Here 2023
“Augustin Morvan & René Laennec : Medisined brudet ha brezhonegerien ampart” gant Goulc’han KERVELLA
Kafe Brezhoneg – Gwengolo 2023
“An drouized ha sevenadur Breizh” gant Per-Vari KERLOC’H, Drouiz-meur Breizh
Kafe brezhoneg – 1añ a viz C’hwevrer 2023
“Kannadig Treglonou, istor ur person mestr war buhez e barrezioniz e bro-Leon”
Kafe brezhoneg – 4 a viz Genver 2023
“Teñzorioù dornskrivet ar familh Miorcec De Kerdanet”